Ar bloaz-mañ, ar C'hebek oa pedet a enor Gouel al Levrioù e Karaes. Neuze ez eus bet goulennet din skrivañ ur pennad diwar-benn al liemm etre Kebek ha Breizh. Setu ar pezh hag oa bet embannet e Katalog ar Saloñs:

Ne vez ket bep tro al liammoù etre Breizh ha Kebek ar re a greder ez int. Daoust ha ne skrive ket Gaston Miron : "Te a savimp, Douar Kebek / gwele an dasorc'hidigezhioù / ha mil luc'hedenn hon treuzfurmadurioù " (Gaston Miron, "L'Octobre", in : L'homme rapaillé) d'ar mare ma embanne Xavier Grall : "Te a savimp Breizh / A c'herioù puilh evel kazarc'h / A c'herioù lemm evel ar falc'h". Muioc'h eget forzh peseurt liamm lignezel, bez'er eus etre ar Breizhad hag ar C'hebekad ul liamm kreñvoc'h eget ar gwad : hini ar gwir da vezañ ha da vevañ evel pobl, gant ur stuzegezh dimp-ni hag ur yezh dimp-ni.

Pa erruis e bro Molière, ne ouien tamm e oa un tammig bro dezhi stumm ur gêriadenn c'halian "o terc'hel penn d'an alouber c'hoazh hag atav", ha me, Kebekadez ac'hanon, o vont da gavout enni kement a draoù nes din. E Pariz an hini e tizolois Breizh, he sonerezh on bet teoget ganti diouzhtu, he yezh ken pinvidik ma choman batet bep tro ganti. Hogen ar yezh-se a felle din deskiñ, ne gleven den ouzh he c'homz war ar pemdez : eeunik a-walc'h e voen da grediñ, kentañ tro ma taolis troade Breizh-Izel, e klevjen brezhoneg war ar straed. Hogen, na war ar blasenn, nag er varaerezh, nag er fest-noz ne glevis ger brezhonek. Klask-ha-diglask a rankis ober evit diskoachañ, a-benn ar fin, un dornad brezhonegerien, a lammis ganto, c'hoantek da glevet diganto ton ha son o yezh.

Kompren a ris neuze e oa bet lavaret d'ar Vretoned kement ha ma oa bet lavaret da Gebekiz, gant Lord Durham pa embannas (e 1839) ne oa anezho "nemet ur bobl hep istor, hep lennegezh, mat hepken da vezañ enteuzet".

Emañ hor yezh o vervel. Mar ne vez graet netra, ne chomo ac'hanoc'h nemet un Dolly Pentraeth bennak o sellet ouzh ar brezhoneg o vont e sac'h ar pilhoù.

N'eo ket a-walc'h embann ez eus 92% a dud o sevel a-du gant saveteiñ ar brezhoneg. N'eo ket a-walc'h hetiñ ez afe niver ar vugale war-gresk er skolioù brezhonek ha war un dro sellet ouzh ar c'hlasoù o serriñ. N'eo ket a-walc'h keuziañ ne vefe ket het desket brezhoneg deoc'h.

Un teñzor hon eus e Breizh ha n'omp ket emouiziek anezhañ. Ho kourc'hemennoù a rit da Gebekiz dre ma stourmont evit o yezh en o bro, ha c'hwi a lez hoc'h hini da vont gant Ankoù ar yezhoù.

Gouzout a ran ez eus stourmoù all er vuhez : an naonegezh er bed, ar vreskadurezh, hag an holl stourmoù-se reishoc'h an eil eget egile. Ur yezh o vervel avat a dalv mil levraoueg o leskiñ. Ur yezh o vervel a gas d'he heul un tamm eus ar gevredigezh zo bet he hini. Piv 'oar ha ned eo ket marv ar brezhoneg, yezh ar vuhez, prienn etre ar rummadoù, perzhiek e feur an emzistruj a zo ken uhel e Breizh ?

Hep an diazez kentañ anezhi, ar yezh, ne c'hall ket stuzegezh Breizh kenderc'hel da vezañ. N'on tamm nec'het gant dazont an dañs, ar sonerezh, gwriziennet da vat ha da viken en hon eñvor. Hogen, kozh-poent eo stagañ a-zevri gant ar yezh.

Frañs am eus dilennet evit labourat enni war va micher penn orkestra; kenan e plij din ar vro-se, gant he liesseurtelezh ha daoust d'he sioù a laka an Norzhamerikaned da c'hoarzin diwar he fenn. Kavout a ra din he deus Frañs chañs o kaout Breizh enni, evel m'he deus chañs o kaout an holl rannvroioù-se, a fougaser er sturlevrioù-beajiñ o gwinoù, o meuzioù bag an taol-mouezh ken "dioutañ e-unan". Peur e vo kement a stad e Frañs gant he yezhoù hag he stuzegezhioù ken liesseurt bag he c'heuzioù ? Peur eta e teuio an douristed da vezañ poltredet dirak ar panellou-hent e Breizh, evel ma'z eer da vro-Skos da vezañ poltredet dirak panelloù-hent ha n'eus ket a zistag d'o lec'hanvioù ? Peur e vimp Europeiz da vat bag e c'hellimp embann daou c'her hon "Unaniezh en diseurtelezh" ?

Brasat tachennad labour ! Met pep hini en e anv zo dazont ar bed en e garg. Pep hini ac'hanomp a c'hall lakaat red an istor da cheñch tu, gant ma paouezor da glemmichal ha da c'hortoz "e c'hoarvezfe un dra bennak" pe da lakaat spi e donedigezh ur mesiaz bennak : mar gra pep hini un dra bennak en e gorn, ez eo treuzfurmet ar bed a-bezh. Ret eo paouez da vezañ arvestour ha dont da vezañ oberour.

Dispac'h Habask e go. Trawalc'h ez eus bet e Breizh gant un dornad emsaverien evit kregiñ da cheñch penn d'ar vazh ha da reiñ d'ar Vretoned ar c'hoant d'o yezh. Trawalc'h ez eus bet gant huchadenn ur Gebekadez vrezhonegerez evit reiñ lañs da Ziwan Pariz. Ul lommig livadur e meur a litrad dour zo trawalc'h da cheñch al liv anezho ; trawalc'h ez eus gant ur molekul skinoberick bennak evit skinata ur vro en he fezh.

Dimp da c'hoari.

Ober a raimp eus an douar
Un iliz-veur divoger
Mentoù ar bed
A vo en hor c'herz.
Pep hini ac'hanomp
A oferenno.

Eugène Guillevic (Paroi) "Art poétique"